Respontoù d'ar goulennoù muiañ savet
a-zivout ar Web Language Lab :
1. Penaos kregiñ gant ur gentel ?
Klikit war rubrikenn
"Kentelioù" al lañser-mañ ha
klikit war anv ar gentel a fell deoc'h heuliañ.
2. Pet amzer a zo ret evit heuliañ
ur gentel en he fezh ?
Rakwelit etre 15 ha 30 munutenn dre gentel,
hervez live diaesusted ar gentel hag an niver
poelladennoù a zo kinniget.
3. N'hallan ket lenn enrolladennoù
odio ar c'hentelioù. Petra zo kaoz ?
Dindan ar ventrezh MP3 eo an
enrolladennoù kinniget.
Un astenn veziantel (pe mollad) anvet Flash a zo ret da lenner
ho merdeer Web.
Digoust eo ar mollad Flash.
Gallout a rit e bellgargañ war al lec'hienn :
http://www.macromedia.com/go/getflashplayer.
4. Penaos kregiñ gant ar c'hoari ?
Klikit war rubrikenn "C'hoari" el
lañser-mañ ha klikit war anv ar c'hoari a fell
deoc'h lañsañ.
5. Me garfe sevel ma c'hentelioù
ma-unan : penaos ober ?
Deomp dezhi da
Tachad kelenn
al lec'hienn.
6. Me zo kelennour ha me garfe implijout al
lec'hienn-mañ evel skor kentelioù ?
Memes mod amañ : displeget eo pep tra en
Tachad kelenn.
|